Canalblog
Editer la page Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Keltia blog
Keltia blog
Archives

Iliz Kozh

ILIZ  KOZH

 

  

En devezhioù kriz ma tarzhas

’r c’helc’h entanet ‘trezek Eusa

Ar baganiz gant o c’hravazh

A bennfolle ‘n ur vezhina.

 

Tarzhañ a rae an houl strinkus

A garreg du da garrek gris

‘keit ma ‘z ae ar stered da guzh

E lonke an traezh hag an tali

 

 

Kanodoù, listri ha rouedoù,

An traezh war ar chapelig

Goloet ar vered hag ar bezioù

Nemet ar marc’h hag ar plac’hig.

 

 

Aziliz e korn an oaled,

Yen he c’halon, tomm he spered

A soñje en alc’hweder

Hag en tousog gant e sioulder.

 

 

Tri heol ar c’hastiz a savas

‘keit ma villige ar manac’h,

Ar c’hazh du a varvas,

Ar mallozh ruz war Dremenac’h.

 

 

Patrick Corlay

 

2007

 

(diwar-benn "Mojenn Iliz Kozh Tremenac'h", Plougerne ha levr R.Richard: "AZILIZ, eñvor an tan".)

 

Publicité
Publicité