Canalblog
Editer la page Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Keltia blog
Keltia blog
Archives

Moger Berlin

BERLIN

 

 

Didostait kozh ha yaouank

botoù-lêr ha treid er fank

Setu ar c'helou nevez

kouezhet eo moger ar vezh.

 

Tantadoù bras an daou du

a zo bremañ mesket o ludu

Gant Sacha ha Veronika

Sergei pe Petrouchka.

 

Daeroù tomm ar gwir trec'h

a red etre o divrec'h

Kresket eo ar frankiz

ar c'hoarzhiñ 'zo diouzh ar c'hiz.

 

Didostait ouzh hon touez

rak echu eo an dienez.

Setu ar c'helou nevez

kouezhet eo moger ar vezh.

 

 

Kerzu 95

 

Publicité
Publicité