Canalblog
Editer la page Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Keltia blog
Keltia blog
Archives

Barzhoneg Samain

SAMAIN

 

 

An aval hag ar c'histin

o kadoriañ war ar greunvaen

evel aour ha perlez-eben           

a ginnig ar bloaz nevez

etre an atil hag al loar.

 

 

Peurbadelezh ha dalc'husted

kinniget da eñvor hon tadoù

Samain disoñjet

ha poblañs divemor

war ar greun kalet.

 

 

Unan evel ar Bed all

daouzek evel ar mizioù

lakaet war ar maen uhel

da zeiz kentañ an hengoun

gant dorn sakr ar c'houn.

 

 

Heñvel, disheñvel

evel bugale v/Béal Feiste

Halloween advadezet

etre kounnar ha bolontez

' re a stourm war ar pemdez.

 

 

Mona he blev hir

 kevrin don ar vuhez

ha c'hoantoù ar c'hadour

neudoù hir ar galloud

ha korf kevrinus an holl hiraezhioù.

 

 

Gwenodenn strizh el lanneier

troc'het berr he glazenn

greunvaen strewet oc'h ober ar ged

a gas ar c'hestour d'an daol sakr

'n ul liammañ e gammedoù ouzh ar Bed all.

 

Padrig K

Publicité
Publicité