Canalblog
Editer la page Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Keltia blog
Keltia blog
Archives

Ho kervel a rin

Ho kervel a rin

 

Ha mont a rin da huchal ha da youc’hal en noz,

Un noz ken hir ma kreno pell an Douar

Huchadennoù ken kir ha poan ar re baour

' re dilezet war harzhoù ur Bed hon eus savet

' re lazhet e anv ur wirionez embannet evidomp

Bugale ar brezel o c'halon leun a gasoni, kollet.

 

Ha gervel a rin an holl anezho, holl a-gevret

Milionoù ha milionoù a glemmganoù disoñjet

Dre ma fell deomp kousket en peoc’h bemnoz

Dre ma rank ar galloudoù derc’hel gant o foz

Dre ma rank ar Bed-mañ mont d’an traoñ en diwezh

Daoust ha paper a-walc’h a vo ‘vit disammañ ar vezh ?

 

Indianed, Re zu an disoñj, pobloù ar Reter pellañ,

Merc’hed Arjentina, peizanted Bro-India ha Sina,

Tud an aluzenn e banlev Kairo, kantreerien ar Sahara

Anna, Veronika ha Sacha, gwerzhet deomp evit un dornad

Tud Ramalah ha Chatila,  Darfourioù an ankounac’haat

Ha re hor riblennoù-straed, tud dizesk ha dibaper hon Trepas.

 

Hag ez aimp holl a-gevred da huchal deiz ha noz

Dirak tud ar yalc’hadoù euzhus ha bouzar a youl vat

Betek ar follentez, betek distruj o zreuzc’halloudoù

Betel Trec’h ar wirionez hirgortozet, a vo antronoz 

Publicité
Publicité