Canalblog
Editer la page Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Keltia blog
Keltia blog
Archives

Kantadenn An Aval hag ar C'halis

An Aval hag ar C’halis

 

Kantadenn

 

 

 

I- DIGORADUR

 

Kroazioù ha peulvanoù

Setu aze an disoc'hoù

Istor Mab-den war hon douaroù

Brezel ha peoc'h an eneoù

 

Selaouit 'ta Drouized ha Beleien

Kredit atav paganiz ha kristenien

Setu an div gredenn, an div elfenn

'Vit ar re greñv, ar beorien.

 

Avel, luc'hed ha kurun,

Emañ an dud war o hun

Luc'hed, avel ha kurun

E-giz-se emañ ar c'hustum.

 

 

~~~

 

  

II- MOJENN

 

Ul luad koumoul divent

A zue gorre Loc'h Lomond.

Ar bugel a soñje dezhañ

E nije kuit evit an emgann

Eneoù an harozioù kozh

'Nur ganañ ar Moitura en-dro.

 

Azezet war geot druz ar glen

E selle ouzh skedoù ramzel

Pennoù Oisin, Fin ha Kouc'houlin.

Gedet en doa an Doueez vras

Banba hec'h-unan a oa aet e-biou

Marteze hep dezhañ d'e c'houzout.

 

Ur mouchig avel a floure ar grec'h

Hag er flouradenn-se e kleve

Mouezhioù ar meuriad O'Niall.

Divent ha peurbadus e talc'he penn

D'an enebour ha d'an amzer

Menezioù kozh e vreudeur gelt.

 

Strakadennoù kleze ha skoedoù

A leunie e spered bugel gouez

Pa grene douar e hendadoù

Dindan karnoù ar c'hezeg

Ha ma ouele en avel

Youc'hadennoù an Uhel-Douariz.

 

Serriñ a reas e zaoulagad huñvreus

A-benn peurechuiñ e aisling*.

Roue meur e vefe en e c'hlen

Ha Seobhan he blev hir

E briñsez vihan a-viskoazh

a zeufe d'an emgann gantañ.

 

Pep un askolenn en dorn

C’hwezhet an huñvre diouzh o spered

E tiredas an daou vugel-roue

Betek ti-plouz an tad-kozh.

Evel boaz e kevrin an oaled

E klevfent dibenn o c’hontadenn.

 

Aisling: gouezeleg: a dalvez gwelidigezh

~~~

 

 

 

III- DIVIZ

 

Marzhin, ma zad, mar plij lavar din,

Er stered 'm eus gwelet ur sin

N'ouzon ket re petra a dalvez

Ha bez' e vefe ur bed nevez ?

 

Selaou 'ta, ma mabig

Dav eo dit chom fizius ha sioulik,

Goude ar vuhez hag an delioù gwez

Atav e chom ar Garantez.

 

 

~~~

 

IV- DISTRUJ

 

E-Kreiz ar goadeg

Dindan bolz ar stered

An doueed kozh a c'hede

War ar bobl hag hec'h ene.

 

Er c'hlazenn hag en aour

Kenkoulz ar pinvidik hag ar paour

A gave dour o buhez

Da boanioù o femdez.

 

Un den bras ha gwenn e vrozh

A guzulie gant ar re gozh

Dazont ar c'hlan 'oa en arvar

Setu aet kuit an alarc'h.

 

Ar gredenn nevez 'zo erruet

Enez Mona a zo distrujet

Ur beleg yaouank 'deus kanet

Ar gousperoù d'ar re oadet.

 

Lug ha Belenos a zo bet renket

Koulskoude e oant meuleudet

War ar menez hag er frankizenn

Pep hini a gave e awen.

 

Ar frouezhenn sakr ha melen

Bremañ 'zo aet da arouez fall

Ur c'halis 'zo e plas Maen Fàl

Ha div gredenn uhel er vojenn.

 

Echu eo bale Mois er gouelec'h

E bobl 'zo bremañ laouen ha seder

Lezennoù nevez en deus bet

War lein ar menez dibabet.

 

V- GOUESTLIDIGEZH

 

Tostaat a ra ar vamm

A gammedoù diasur

Emañ nepell diouzh an tan

Dougen a ra he c'hrouadur.

 

An oferenner a gemer ar gomz

O sellet ouzh an neñv, o c'houlenn groñs

A-us d'an tan e tremen ar bugel

Ha kinniget eo d'ar pevar avel.

 

Belenos, lagad ar spered,

E-kreiz kelc'h an doueed

Grit ma vezo benniget

Ar bugel-mañ ha degemeret.

 

Dre Teutates ha Dana

Dre Lug ha Kernunnos

Doueed ha Doueezed Keltia

Ar c'hrouadur-mañ ‘zo da ouestlañ.

 

Dre an douar-mañ war da zorn

Dre an holen mor war da vuzell

Bez degemeret e pep korn

Hag e broioù ar seizh avel.

 

 

~~~

 

 

VI- ROUE

 

E-kreiz kompezenn vras Tara

Ur youc'hadenn uhel a savas

An drouiz meur e-kreiz a c'halvas

Seizh avel kounnarus Keltia.

 

Avelioù, kurun, luc'hed ha glav

Freuziñ a reas o heklev,

Gouestlet e oa ar roue nevez,

Fuc'hioù ar seizh breur a c'hwezhe.

 

 

~~~

 

 

 

VII- DIVIZ

 

Marzhin, ma zad, mar plij, lavar din,

Ha daoust eo mat ar sin,

Ar gwez a zo bet diskaret

Ha ganto ma huñvreoù a zo aet.

 

Gouzout a ran ma mabig,

Poent eo deomp mont kuit

Hon doueed 'zo bremañ kousket

Met ar feiz kozh a zo chomet

 

 

 

VIII- DIBENN

 

Marzhin kousket don en e vez

Ar C'hrist gedour war ar groez

Setu aze hol lodenn herezh

Pep hini a zigoro e feiz.

 

E sell glas troet war ar Gwalarn

Ar bugel a zalc'he e gleze houarn,

Emzivad en em gave bremañ,

Ne ouie ket mui e santimant.

 

Marzhin kousket don en e vez

Ar C'hrist gedour war ar groez

Setu aze hol lodenn herezh

Pep hini a zigoro e feiz

 

 

 

 

(Kanet hag enrollet gant “Mouezh Paotred Breizh”)

Publicité
Publicité