Canalblog
Editer la page Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Keltia blog
Keltia blog
Archives

E koun Lounes Matoub

E koun Lounes Matoub

 

  

E traonienn an dud kozh

‘m eus klevet un dasson

o pignat buan betek ar roz

anavezet ‘m eus ar son.

 

Miliadoù a dud yaouank

o sellet a-druez ouzh ar barr

o sarac’hiñ disehan o foan

a zalc’h enno o c’hounnar.

 

Lounes ‘zo bet lazhet

an dibab en doa graet

kanañ uhel ha lavaret

setu divouezh ar verbered.

 

A-viskoazh ‘poa galvet

ar frankiz hag ar gwirioù

dismegañs ha bolotennoù

setu ar pezh ‘peus degemeret.

 

28 06 98

 

Deiz interamant Lounes Matoub

 

Padrig

 

Publicité
Publicité