Canalblog
Editer la page Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Keltia blog
Keltia blog
Archives

Danevell Missa

M I S S A

 

 

 "KLASK A RAN AN NOTENNOU EN EM BLIJ AN EIL GANT EGILE !"

 

              WOLFGANG  AMADEUS  MOZART .

 

 

    Klotadoù kentañ ar "Missa Solemnis" a zassone en iliz vihan Tübingen.

 

War-dro peder eur hanter, pep gwener, e kroge pleustradegoù al laz-seniñ hag al laz-kanañ. Daoust dezho bezañ dalc'het serr an nor warno e teue a-benn Mickael* d'en em silañ e-barzh goude bezañ roet e bezh-moneiz d'ar porzhier.

Un tammig dale en devoa paket an deiz-se. Mil boan en devoa bet er skol-veur evit kuitaat al levraoueg. War-nes echuiñ e labour e oa pa oa erruet Johanna a-daol trumm, evit e bediñ da dremen an abardaevezh ganti. Gant aon ma c'hwitaat ar pleustradeg, hag oc'h en em c'houlenn petra a vije bet soñjet gant Jutta m’he dije gwelet anezhañ o klakenniñ gant ar Johanna-se, en devoa lezet e levrioù war an daol war zigarez mont d'ar privezioù. Didrouz-kaer ha buan e oa aet kuit dre ziri-servij ar savadur.

O redek betek an iliz, daoulagad damserret, e kleve dija notennoù kentañ an "adagio", al lodenn a blije dezhañ ar gwellañ, en oberenn Beethoven.

Un nebeut notennoù, ha, diouzhtu warlerc'h, mouezh dibar an tenor o tassoniñ en iliz, didud pe dost.

Bep sizhun e veze e-giz-se.

Tremen a rae an amzer: tost erru e oa an nevez-hañv. N'en devoa ket c'hoant e teufe re vuan: e dibenn miz-meurzh e vefe echu ar pleustradegoù. Goude un nebeut kengerzioù ez afe kuit al laz-seniñ d'ober un droiad en Europa.

 Ar paour kaezh Mickael ne oa ket gouest da lenn un notenn sonerezh war ur regenneg: ne rae forzh. Gwelloc'h evit forzh peseurt den e komze ar sonerezh dezhañ. Kompren mat a rae  "yezh an notennoù".

Hogen mezh a oa warnañ bezañ ken sot war an dachenn-se pa gomze diwar-benn solfadurezh gant Jutta, e vignonez: hi hag a gane ken brav, a ouie lenn forzh peseurt kevrollenn kenkoulz en ur ganañ pe en ur seniñ piano.

Setu perak n'en devoa morse lavaret dezhi ez ae bep gwener d'an "overenn". Diwall a reas non pas kejañ ganti en devezh-se. Iskis he dije kavet e emzalc'h goude div eurvezh tremenet e baradoz ar vuzisianed !

Gant ar "Credo" e plave uhel ar biolin solo. Kreskiñ a reas ar son; gervel a rae ar mouezhioù a-benn lakaat an "Osanna" diwezhañ da darzhañ dindan bolzioù an iliz.

Soñjal a reas Mickael ez en em gave bodet aze an holl genedoù.

M'en dije gellet skrivañ ma vefe nemet ur frazenn-sonerezh ken brav ha se hag he c'hinnig d'ar Bed !!!

 Kendrec'hiet e veze Michael ez en em guzhe ar gened uhelañ en ul lec'h bennak.

 Kaer en devoa bet furchal war bep tachenn n'en devoa kavet nemet unan a dostae ouzh al lein-se: ar sonerezh an hini e oa.

Ha ma veze un doue war an douar pe en neñv e oa deuet d'en em silañ, sur e oa, e spered Mozart pe marteze hini Beethoven.

Ne soñje ket dezhañ e vije bet gouest un den da gomz d'ar re all gant ur brezegenn ken brav ma ne vije ket bet awenet gant Doue.

Daoust-hag-eñ e oa ar gened an Aotrou Doue e-unan ?

Ar paour kaezh paotr ne oa ket sur tamm ebet; ne ouie ket dija hag-eñ e oa un doue. Evit pezh a selle ouzh ar gened, ne oa ket da dortal; bez ' e oa diouti: leuniañ a rae e zivskouarn, e galon, e spered, betek lakaat anezhañ da grenañ penn-kil-ha-troad.

Hag en peoc'h e kuitae iliz Tübingen bep gwener.  

Ar straedoù kozh e oa gwisket o mantell wenn ganto. Goleiñ a rae an erc'h an toennoù, ar gwez hag ar feunteunioù.

    Tamm-ha-tamm ez ae gouleier an tiez war enaou.

    Dibenn miz C'hwevrer e oa.

    Daoust d'an iliz bezañ tommet fall n'en devoa ket riv.

  Azezet en ur c'horn teñval, damguzhet e skeud ur golonenn e selle ouzh an takad sklêrijennet mat e-lec'h m'en em gave al laz-seniñ hag al laz-kanañ.

  Al laz-seniñ dirak an aoter,e rener pignet war un derez bet staliet a-ratozh evitañ.

  Kas a rae ar vuzisianed gant ur vestroniezh dibar, skañv e vazh en e zorn dehou tra ma troe ar pajennoù gant e zorn all.

A-boan ma fiñve e vrec'h gleiz: hejadennoù e benn a ziskouezhe mat lusk  ha nerzh ar sonerezh.

  Rener!

  Ar c'haerañ huñvre en dije kredet ober Mickael: bezañ mestr war ar son, al lusk;lakaat da vevañ ur benveg ken efedus, ken kizidik ,hag a sente ken mat !

  Renañ labour ur mestr , dont da vezañ mestr d'e dro ha tostaat ijin ar re vrasañ en ul lakaat o oberennoù da vevañ hervez e c'hoant hag e gizidigezh !

  Sellet a reas ouzh e zaouarn: e vizied deuet da vezañ ken reut gant ar micherioù a bep seurt a oa bet dav dezhañ ober.

  E zorn kleiz torret div wezh, ar biz-yod hag ar biz-bras na fiñvent ket mui, pe dost.

  Pa soñje ouzh re Jutta, moan ha ken gwevn !

  Dre re a zespet hag a geuz e teuas ar c'hoant gouelañ dezhañ.

  Keit ma prederie e oa chomet a-sav al laz-seniñ:selaou a rae ar vuzisianed kuzulioù ar rener a-benn pleustriñ en-dro gant an "Agnus Dei".

  Tost seizh eur e oa:poent e oa dezhañ sachañ e skasoù a-raok ma teufe ar pastor da gemer perzh e dibenn ar pleustradeg evel ma rae bep sizhun.

    Diflukañ a reas er-maez dre an nor vihan; an hini a selle doc’h ar blasennig.

  En tu all e teuas ur goulou  war enaou o tiskouez diabarzh ur ranndi: ridozioù gwriet ha brodezet mat a sile ar sklêrijenn hag a roe dezhi ul liv melen tomm.

  E votoù o skrignal war ar gwiskad erc'h eo  a oa an trouz nemetañ a gleved er straedoù.

  Tremen a reas e-biou d'an iliz-veur:aze e vefe dalc'het an abadenn gentan.Gant sioulder ar gêr morgousket dindan he mantell erc'h e c'hellas klevet an ograoù: ingal, d'an eur-se, e veze titlad an ograoù o labourat e skeulennoù.

  Michael a chomas a-sav ur vunutenn: c'hoant mont-tre a zeuas dezhan.Re ziwezhañ e oa: edo David o c'hortoz anezhañ en un davarn abaoe ur c'hard eur: poent e oa dezhan tapout tizh ...

  Ne rae ket erc'h ken. War-zu ar skol-veur e ruzie un tammig an oabl, skubellet diouzh e goumoul.

  Dont a reas d'e soñj e oa marvet Beethoven e fin un abardaevezh kontrol penn-da-benn.

   Kement en doa gouzañvet hennezh e dibenn e vuhez, pa ranke labourat eurvevhioù e-pad, e skouarn peg ouzh gorre e biano a-benn klevet an notennoù pe santout  daskren ar c'herdin.

   Deuet e oa da vezañ dic'hallus sentiñ ouzh e follentez bep pep munutenn, gouzañv e gounnarioù  diabeg evit un den boutin, pa c'hoarveze d'ar mestr diskenn en-dro e bed ar pemdez. Gouzout a ouie Mickael ne c'helle bezañ poan greñvoc'h war an tamm douar - patatez-mañ.

  E-giz an holl vistri vras en doa bevet Ludgwig en ur bed all a-hed e vuhez: ha sede aze ma prenned dorioù bras ar bed-se ha ma chome nemet un diskoulm: ijinañ anezhañ en-dro eus an diavez ha gouzañv prederiadennoù an dud voutin, ar spered chomet sac'het a-dreñv an dorioù bras.

  E-kreiz ar gurun hag al luc'hed e oa aet ar mestr d'an anaon; o kunujenniñ an oabl gant e veilh-dorn, klañv bras ha beuzet en e zroug o tougen pinijenn vrasañ ar muzisian: ar vouzarded an hini e oa.

  Ijinañ a rae Mickael lidoù-kañv Beethoven:ur mor a dud o heuliañ an arched, hag, e-touez ur boblañs dianv, un den o tougañ ur c'houlaouenn-goar: Schubert e-unan.

  An daou vestr a gouske bremañ evit ar beurbadelezh, kichen-ha-kichen, e bered Vienna.

  Mickael a gave dezhañ e chome e lec'hioù 'zo, ar re darempredet gant tud veur, ur merk pe ur roud difetis a leunie kêrioù evel Salzburg, Bayreuth pe Leipzig gant e vezañs,  zoken kantvedoù warlerc'h.

    Eneoù ar vistri o kantreal er straedoù, o klask an hini madelezhus a brofe dezho ar vazh vihan, an hini a c'hellfe reiñ ar galloud da renañ ul laz-seniñ ur wezh diwezhañ, a-raok mont en o repu evit ar beurbadelezh.

  Forzh pegen modern ha diouzh ar c'hiz e vije deuet da vezañ al lec'hioù santel-se, e oa chomet louc'h disneuz Mozart, Bach pe v/Beethoven warno.

  Anat e oa, ha ne c'hellfe den, forzh galloudus ma vefe, diverkañ ar roud-se.

 

  Tostaat a rae ouzh tavarn "Die Brücke", hini blijusañ karter ar skol-veur.

  Bras a-walc'h e oa:bepred leun a dud, e oa bet adkempennet evit klotañ gwelloc'h gant gizioù studierien a-vremañ: e-kreiz an ti ur sal vras ha karrez e-lec'h ma chome war-sav an dud hag, a bep tu d'ar sal-se, lec'hioù siouloc'h ha teñvaloc'h ma oa tu kaozeal ha daremprediñ en un doare peoc'husoc'h enno.

  Edo David e unan eus ar c'hornioù-se,ur pezh mell banne dirazañ hag evel-just ur plac'h a-feson a bep tu dezhañ.

  "Mickael ! Soñjal a rae din 'oas kollet en hent ! Setu Eva ha Katelin, penaos emañ kont ganit ?"

  "Madik a-walc'h !" a respontas Mickael en ur bokaat buan an div goantenn.

  Lakaat a reas e bouez er gador-vrec'h a selle ouzh an teir all keit ma 'z ae David da gerc'hat ur banne evitañ.

  Leun-chouk e oa ar sal-vras ha trouzusoc'h evit boas e oa an ti a-bezh. Tost echu an arnodennoù ez ae ar studierien da riboulat skañvoc'h o spered.

   N'anveze ket an div blac'h.

    "Sapre David ,ne c'hwit morse e besketaerezh merc'hed !"a soñjas dezhañ e-unan.

    "Te an hini eo en deus beajet kalz ha graet mil micher a-raok dont amañ ?" a c'houlennas an Eva.Ur plac'h yaouank-tre, war-dro triwec'h vloaz, koant-kenañ ha mousc'hoarzhus.

   "Ya,me an hini eo. Met ne soñj ket din em eus graet kement hag ar pezh a zo bet kontet deoc'h gant ar beg bras-mañ" a eilgerias Mickael o tiskouez, en ur hejañ e benn, David o tont en-dro tri banne schnapps gantañ.

   "Neuze, paotr, penaos e oa hiriv? »

  Ruziañ a reas Mickael o soñjal e oa aet ar genaoueg-se a z/David da gontañ pep tra d'ar merc'hed.

    Ar g/Katelin a droc'has berr o lavaret he devoa graet studioù-sonerezh e-giz David hag e plije kalz Beethoven dezhi.

    "Klevet 'm eus lavaret eo dreist ar rener,ha gwir eo ?"

    "A soñj din, ya. Kas a ra al laz-seniñ hag al laz-kanañ gant un dorn-mestr: resis ha kizidik-tre e seblant bezañ"a respontas Mickael en ur gregiñ gant e vanne schnapps.

    "Forzh penaos ne dalvez ket un abadenn rock" a huchas David en ul lonkañ e werennad d'un taol.

  Ne soñje tamm ebet ouzh ar pezh en devoa lavaret: seniñ a rae piano evel ur mailh ha paket en devoa ur priz-kentañ e skol-sonerezh Hamburg.

Nemet, evel hegaser n'en devoa ket e bar !

  "Azen gornek ma 'z out " a eilgerias ar g/Katelin en ur vountañ warnañ d'un taol-skoaz.

  "Naon 'm eus, tost eizh eur hanter eo !"

  War ar seblant ne blije ket kalz d'an Eva toullan-kaoz war-se.

  Goude bezañ diskleriet se e savas hag e kinnigas da g/katelin mont da goaniañ ganti.

  Honnezh a savas ivez, ha pediñ a reas ac'hanomp da vont ganto pe da zont diwezhatoc'h ma felle deomp.

  David a respontas e vije hervez e c'hoant pa vije tomm a-walc'h e spered.          

  Aet kuit an div blac'h e tostaas ouzhin.

  "Mickael,bez 'ez eus traoù all evit ar sonerezh er vuhez, ha forzh penaos e komprenez anezhi gwelloc'h eget lodenn vrasañ ar re am eus kejet ganto er skolioù-se:ral a wezh em eus gwelet unan ken kizidik ouzh ar son. Selaou mat ac'hanon, ar pep pouezusañ 'zo ganit: ar spered an hini eo, nen deo ar peurrest nemet bizied o pourmen ! Ale, echu dit moc'hañ da vuhez gant-se! Gallout a rit, Jutta ha te, selaou, kompren ha bevañ gant ar sonerezh, hag ouzhpenn-se, pep hini o klokaat sell egile! Petra 'fell dit muioc'h ?"

  Sevel a reas Mickael,o soñjal edo ar wirionez gant David, evel boas;mont a reas etrezek ar c'hontouer a-benn kaout div werennad all, hep respont na grik na mik.

  David a sellas ouzh e werenn c'houllo,hag en ur huanadiñ e hejas e benn o welet pebezh penn-kalet e oa e vignon.

  Hogen kompren a rae mat e dristidigezh dre ma anaveze mat, eñ, ar blijadur divent e oa seniñ ha c'hoari gant ar son, zoken ma ne rae ket ken e seizh gwellan evit mont war-raok.

  E-keit ma c'hourc'hemenne ar banneoù e chomas ar sonerezh rock a-sav, hag,e-pad ur prantadig ne voe mui klevet nemet mouezhioù a bep seurt,lod uhel a-walc'h, o c'hoarzhiñ pe o huchal zoken, lod all siouloc'h a rae e-giz ur seurt dalc'henn.

  O sellet ouzh ar werenn-velezour, a-dreñv ar c'hontouer, e spurmantas David o evezhiañ outañ; dont a reas d'e sonj ar wezh kentañ en devoa kejet gantañ.

 

   Daou vloaz a oa. Evit lavaret ar wirionez en devoa klevet anezhañ kentoc'h.Edo o seniñ en un davarn. Digor ar prenestr, e oa deuet betek divskouarn Mickael dishiliadoù ha notennoù kentañ adagio sonadenn "Heol al loar" en ur dremen e-biou: chomet a-sav e oa evit selaou.    

 Echu al luskad kentañ e oa aet-tre a-benn selaou ar peurrest. Sioul e oa an davarn: a-boan ma veze klevet un hiboud er sal. David, soublet e benn, a sone, serret e zaoulagad, hep teurel evezh ouzh ar bed en-dro dezhañ.

  Ne seblante ket ar paotr yaouank ober strivoù evit c'hoari: splann e oa .Genel a rae ar son en e benn ; e gorf a-bezh ne rae nemet sentiñ ouzh ur spered, ez-naturel. Ne rae e vizied nemet fetisaat ur soñj; ostilhoù e servij ar gened !

  Harpet ouzh ar voger e oa chomet Mickael sebezet-mik.

 Ur studier, doare boutin, kentoc'h "baba-cool", chupenn ha bragoù jean hanter lous, heuzoù-lêr, ur barv  tri devezh d'an nebeutañ, o seniñ Beethoven evel un doue !

  Un taol-lagad er sal e santas mat e veze boas an holl dud amañ da selaou ar mestr-se: a bep seurt rummad tud  a oa a-unan er memes doujañ: den ne fiñve: sac'het ar vuhez, kaset an holl war ur blanedenn all.

  Echu an oberenn, e harpas ar muzisian e zivrec'h war-c'horre ar piano, e benn soublet etre e zivskoaz, evel skuizh divi, dinerzhiet penn-da-benn.

  Den ne reas trouz, ne strakjont ket o daouarn; tamm-ha-tamm en em lakaas an dud da gaozeal en-dro, pep hini en e gorn ha sioulik a-walc'h.

  Ur plac'h koant-tre, chomet pell a-walc'h diouzh ar piano a dostaas ouzh ar sonour :he daoulagad , leun a zaeroù a lugerne.

  Pokaat a reas anezhañ hag e vriata a reas.

  Eñ, mut, serret e zaoulagad, a harpas e benn outi.

   Neuze e klevas Mickael mouezh flour ar plac'hig o tibunañ:

  "O , David , David ! ...Mont a ra ?...David ?"

  Goustadik e savas hennezh e benn o c'houlenn izel-tre un dra bennak ganti.

  En ur sevel diouzh e skaoñ ez en em gejas hor selloù: kejañ a reas ma daoulagad gant daoulagad c'hlas, lemm ha tener war-un-dro, nemet liv trist ha skuizh a oa warno. Un hejadenn vihan a reas a-benn ma saludiñ. A-boan echu-se e teuas ar plac'h en-dro gant div werennad: evañ a reas e hini en ul lonkadenn.

  "David !" a glemmas-hi.

 

                                          

 

   Evel taolioù-morzhol o tassoniñ en e benn en em sile notennoù binvigi-kouevr digoradur "Tannhauser" e divskouarn Mickael. Damglevet a rae ivez, en e gousk, nijadenn ar biolinoù,

e-giz ur bomm-nij c'hwibu o tarnijal en-dro d'e benn.

   Ur vouezh flour, met krenv a-walc'h evit e zihunin, a c'halvas anezhañ : "Mickael, Mickael ! Dihun, dihun 'ta! Mickael !"

  Kouezhet e kador-vrec'h vras ar saloñs e krogas Mickael da fiñval goustadik; trein a reas e benn hep digeriñ e zaoulagad ha displegañ a reas e izili an eil warlerc'h eben.

 "Sell 'ta, e peseurt stad ez out en em lakaet ur wezh ouzhpenn !"

 "Lazh ar sonerezh, mar plij!"

 Mont a reas Jutta da lazhañ ar chadenn Hi-Fi, izel he son koulskoude.

 Dont a reas davetañ en-dro ha flourañ a reas e vlev, he sell leun a boan hag a druez evit he mignon. Aliesoc'h-aliesañ e c'hoarveze dezhi kaout anezhañ e-giz-se, hanter-mezv c'hoazh diouzh ar mintin ha lakaet e bouez a-dreuz e-barzh ar gador-vrec'h.

 Kemer a reas e benn etre he daouarn hag e harpas outi.

 Mickael a zihunas da vat, d'ar gwellañ ma c'helle d'an nebeutañ, ha lakaat a reas e zorn da redek e blev e vignonez.

 "Ma digarez, kejet 'm boa gant David dec'h da noz."

 "David!  Atav an David-se! Da zistrujañ a raio, Mickael!

 Soñjal a ra dit e talvez gwelloc'h egedout peogwir e oar seniñ piano evel ur mestr ?"

 Liv ar gounnar hag ar rebech a oa deuet a-daol-trumm war he mouezh ... .

 "Petra emañ gouest da ober estreget-se, han ? Lavar din un tammig. Lonkañ, lonkañ ha lonkañ c'hoazh; ha pa c'hoarvez dezhañ bezañ sklaer a-walc'h e spered, merc'heta ! Pebezh program !"

 "Ha me, petra 'ran-me ?" a eilgerias Mickael.

 Soublañ a reas e benn, goustadik. Jutta, dipitet, a savas a-benn mont da gerc'hat ur banne kafe kreñv ha louzoù evit an drouk-penn d'he mignon.

 Sellet a reas dre ar prenestr.Gwenn-kann ar vro, un heol bras o parañ a-us d'ar maezioù.

 "Mickael, ne grogo ket ar sonadeg a-raok dek eur fenoz; amzer a-walc'h am eus da reiñ dit. C'hoant am eus da vont da vale goude merenn."

 "Ma fell dit !".

 Gouzout a ouie n'en dije ket nac'het: plijout a rae dezhañ kement hag-hi mont da bourmen er c'hoad en tu all d'ar parkoù.

 Deskiñ a rae dezhi an natur, al loened, ar vuhez gwechall en e vro. E galon an hini e oa a gomze e-pad eurvezhioù, ha Jutta a selaoue ar vouezh-se, leun a velkoni hag a geuz a-wezhioù zo, o troc'hañ ar gomz ur wezh an amzer, a-benn klask gouzout muioc'h war ar poent-man-poent.

 Klevet a reas dor ar sal-dour o serriñ.

 Mont a reas da lakaat ar sonerezh en-dro: choajañ a reas un dra a glote gwelloc'h gant ar mare. Kengerzad oboell Cimarosa an hini e oa.

 Gouzout a ouie e oa an oboell unan eus ar c'hlavioù a blije ar muiañ da v/Mickael.

 

 Echu e bred gantañ ez eas Mickael d’en em staliañ e-kichen ar prenestr a selle ouzh ar maezioù. Harp ouzh ar voger e chomas aze ur c’hard eur bennak o huñvreal. Didud e oa ar c’horn-bro: parkeier hag un nebeut gwez-avaloù da gentañ, ha, pelloc’h, ur c’hoad stank a-walc’h hag uhel. Ar wirionez a oa gant Jutta: ur blijadur e oa evit o-daou mont da vale ennañ, da sellet ouzh ar gwez a bep seurt, da gerzhet didrouz o prederiañ pe o kontañ o yaouankiz  dindan bolz ar skourroù. Da forzh peseurt mare eus ar bloaz e kavent lec’hioù nevez ennañ: cheñch a rae dibaouez al livioù, an arlivioù, toenn pe tapis an delioù hervez ar mare-bloaz. C’hoarvezout a rae dezho mont da bourmen alies er c’hoad-se. Evit meur a abeg.

 Evit bale eveljust, met ivez, pa veze prederiet Mickael gant un dra bennak pe pa veze ankeniet Jutta a-raok ur sonadeg a-bouez. Ul lec’h leun a sioulder hag a gened. Gwezhioù ‘zo ez aent ivez pa c’hoarveze dezho en em chikanañ pe pa veze cheuch blev kenetrezo.

 Pep hini a wiske e vantell diouzh e du ha mont a raent etrezañ, didrouz, pep hini o vagañ e gounnar. Tamm-ha-tamm, a-hed an alezioù pe e-kreiz ur frankizenn e teue ar gomz en-dro: gerioù da gentañ, ha, da c’houde, frazennoù klokoc’h. Sioulaet e vezent gant an endro: bannoù an heol war an delioù, mouchigoù avel o tegas frondoù a bep seurt ha krioù al lapoused hag o richanadeg.

 Kavout a raent ar peoc’h hag ar c’hempouez. Ober a raent raktresoù evit an dazont, tabutal a raent war ar sonerezh ha dre-se ez en em gavent en-dro. Div pe deir gwezh e oant chomet betek an noz da vare an hañv pe an nevez-hañv. Gourvezet er geot e oant aet betek ober karantez war ar brasañ gwele a zo er bed. Evel Tristan hag Izold e-kreiz sarac’hoù ar c’hoad. Soñjal a rae d’ an daou zen yaouank e oant o vevañ opera bras Wagner.

 

 Kollet en e soñjoù ne glevas ket Jutta o tostaat: briata a reas anezhañ hag e chomjont e-giz-se didrouz e-keit ma echue ar c’honserto oboell.

 Goude ur pennadig e sonjas da Jutta e oa poent mont ma felle dezhi kaout amzer a-walc’h d’en em brientiñ a-raok ar sonadeg.

 « Mont a reomp, Mickael, tost teir eur eo ? »

 « Ya, deomp ! » a eilgerias en ur bokat anezhi.

 

 Kregiñ a rejont da gerzhet war ur vantell-erc’h tev. Didrouz-kaer e oa ar maezioù; ar peoc’h a rene war ar vro, trubuilhet nemetken gant skrignadennoù o botoù war an erc’h.

 Hini ebet ne grede terrin an didrouz-se.

 Gant Jutta an hini eo e voe distaget ar gerioù kentañ.

  « Traoù am eus da lavaret dit, Mickael, poent eo deomp kaozeal un tammig ».

 Mickael a hejas e benn, o tiskouez e-giz-se e oa a-du hag e ouie mui pe vui deus petra e vefe kaoz.

  « Me ‘m eus traoù da gontañ dit ivez ».

 Jutta a gendalc’has.

 « N’hellez ket padout e-mod-se, dilezel a rez da labour er skol-veur hag e-lec’h klask un tamm micher ouzhpenn evit lakaat ar gaoter da virviñ e tremenez da amzer o riboulat gant David hep en em soursial ag an dazont. Ezhomm arc’hant hon eus Mickael, hag ouzhpenn-se, ne rez nemet magañ soñjoù du. N’eo ket ur vuhez ken, nag evidout nag evidon. Traoù all evit ar sonerezh a zo. Barrek out war meur a dachenn, al lennegezh, ar yezhoù hag all. Ret eo dit cheñch. Trawalc’h ‘teus c’hoariet Jakez mil micher. Ne soñj ket dit ? »

 Mickael ne zistagas grik. Hejañ a reas e benn en-dro ha chom a reas a-sav, e skoaz harp ouzh ur wezenn.

 Jutta a zeuas war-gil, he kichen he mignon.

 E sell a dremenas eus an douar da varr ar gwez. Laoskel a reas ur huanadenn.

 « Eman ar wirionez ganit, Jutta. Met, ar sonerezh? Gouzout a rez em eus ezhomm anezhi ! »

 « Selaou mat Mickael, c’hoant am eus da gaout muioc’h ganit, da gaout ur wir vuhez koublad hag evit-se e rankomp bezañ stabiloc’h ha kaout ul lojeiz a-zoare ha ... traoù all. Kompren a rez? Kejet em eus gant an aotrou Witzlinger. Plijet bras eo bet gant da labour war destennoù kozh Iwerzhon. E soñj emañ krouiñ eurvezhioù war lennegezh ar vro-se. Un dra vat e vefe hervezañ ma asantfes goulenn ar post evit ar bloaz a zeu. Mirout a rafes da bost lennour, prometet en deus. Mickael, ur chañs eo evidomp-ni: div wezh muioc’h a eurvezhioù a dalvez div wezh muioc’h a c’hopr. Gant-se e c’hellfemp ober raktresoù nevez. Seul muioc’h m’em bo me ivez muioc’h a eurvezhioù solfennadurezh. Eveljust ez po muioc’h a labour er penn kentañ, met chom a raio amzer a-walc’h dit evit mont da selaou tout an abadennoù sonerezh az po c’hoant. Zoken .....ar pleustradegoù laz-seniñ dre guzh! »

 Mickael a sellas outi a daol trumm.

 « Penaos ‘teus gouezet an dra-se ? »

 « Ar porzhier a zo mignon ma zad. Kontet en deus dezhañ e oa ur selaouer kuzh pep gwener. Kavet eo bet fentus an dra-se gant ma zad, setu perak en deus e lavaret din. N’eo ket bet diaes din divinout piv e oa. Ya, Mickael, kompren a ran da boan, komprenet em eus ivez perak eh ez d’en em vezviañ gant ar sapre David-se d’an deiz-se. Ouzhpenn an nozvezhioù all... « 

 Dizoloet e oa bet e gevrin. Evel ma vez dizoloet sotonioù ur bugel. Sot ez en em gave dirak e vignonez. Ur garantez don a liamme anezhañ outi. Tost tregont vloaz e oa. Poent diskenn en-dro war an douar e oa. Emgar e oa bet e emzalc’h abaoe mizioù. Sellet a reas outi, e donder he daoulagad c’hlas. Lenn a reas un dristidigezh vras enno. A daol trumm e soñjas e oa marteze war-nes koll anezhi; ha n’en doa ket c’hoant.

 Ar garantez a leunias e galon keit ma troe  e sell war-zu ar gompezenn vras a vorde ar c’hoad: e penn pellañ anezhi e tiskenne un heol bras ha ruz. Sioulaet un tamm e tamskeudennas ur mousc’hoarzh en ur gemer penn Jutta etre e zaouarn. Flourañ a reas he dremm ha sioulik e tisklerias:

 « Prometiñ a ran dit; goulenn a rin ar post. C’hoant am eus da cheñch me ivez. »

 « O, Mickael ! Da garout a ran ! »

 «  Me ivez, ha n’em eus ket c’hoant da goll ac’hanout ! »

 E-pad pell e chomjont briataet an eil ouzh egile.

 D’ar mare ma yae da guzh an heol e penn ar gompezenn e kemerjont an hent d’ar gêr, dorn-ha-dorn ha dibreder.

 Tra ma tostaent diouzh o zi e soñjas da v/Mickael e oa troet ur bajennad e levr e vuhez.

 Skrivañ ur bajennad nevez a chome d’ober, evitañ hag evit Jutta, hag evit ar wezh kentañ abaoe pell e soñjas e vefe plijusoc’h evit an hini ziwezhañ.

 

 

*Mickael: da vezañ distaget hervez stumm Bro-Saoz.

 

 

 

                                                                               Patrick Corlay

Publicité
Publicité