Canalblog
Editer la page Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Keltia blog
Keltia blog
Archives

Fest-noz 'ti Anjela Anjela Duval

Fest-noz ’ti Anjela

 

Kemer ’rin an holl c’herioù

a garez

a c’han eus an douar

a hadez

 

Evel greunennoù gwinizh

evit reiñ deomp an hañv…

 

Kemer ’rin deil-bleuñv da varzhonegoù

o reiñ a rin d’an avel

reder-bro

 

Ma’z aint da skuilh o frond

e kalon an harluidi…

 

Kemer ’rin da selloù

da sioulañsoù

a zeu dit eus ar gwez

o bezañs

 

Hag ez in da gomz dezho

eus nozvezhioù an oaled

 

Emañ fest-noz war-dro

da zaoulagad

ar gouel eo a lintr ha karantez

 

Dremm a skeud hag a sklêrijenn

poanioù ha douster ar maezioù

 

Anjela Duval

1976

Publicité
Publicité