Canalblog
Editer la page Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Keltia blog
Keltia blog
Archives

Rozenn

ROZENN

 

A-dreñv an enez

betek penn an aber

e tarzh ar gened

da goulz an evned

e dour distrad

da zaoulagad.

 

Soñj o deus c'hoazh

ma daoulagad skuizh

eus sklêrijenn da sell

pa domme da frond

ma fenn baleant.

 

Ur vlevenn alaouret

kaset gant an avel

o fouetañ ma dremm

pa floure da gorf

ma muzelloù naoniek.

 

Plac'h diwalc'h,

Gwenva hor sioulder

en em stalie didrouz

eurvezhioù 'pad

da goulz an dichal.

 

Krenañ a rae ma bizied

war kevrinoù da gorf

a blac'h an huñvre.

Ha tarnijal a rae da wregelezh

en-dro da'm fronelloù.

 

Ur vlevenn alaouret

hag ar stêr o koeñviñ

gant ar chal er ria.

A-dreñv an enez

emañ hor c'hevrin.

 

Pa rede ma bizied

e parkeier da groc'hen

pa furche ma dorn

e koadeg aour da vlev

ma spered mezvet

gant da frond dispar

a blave

a-zioc'h evned an aber.

 

Padrig   95

 

Publicité
Publicité